Esperanto.Net

Multlingva Inform-Centro pri Esperanto

[br] Brezhoneg


PETRA EO AN ESPERANTEG?

Ur yezh etrebroadel
krouet evit aesaat an darempredo¨ etre poblo¨ an hollved. Goude beza˝ bet arveret da vat e-doug ur c'hantved en deus an esperanteg prouet e oa ur yezh vev, barrek da ezteurel holl arlivio¨ ar preder.
Neptu hag etrebroadel
An esperanteg n'eo tra brevez bro ebet na pobl ebet; n'eo marc'h sevenadur trec'hel ebet, c'hoant dezha˝ mouga˝ ar re all. An esperanteg a zo d'ar re e gomz; kroui˝ a ra ur c'hevre etre an holl sevenadurio¨.
Aes
A-drugarez d'e boellegezh, d'e yezhadur eeun, d'e reizhiad-geriaoui˝, da wevnder e frammadur ha d'e c'heriaoueg etrebroadel ez eus eus an esperanteg unan eus ar yezho¨ aesa˝ da zeski˝. Diskouezet ez eus bet ez-skiantel e oa betek dek gwezh aesoc'h da zeski˝ eget ar yezho¨ all.

PETRA D'OBER GANT AN ESPERANTEG?

Skoulma˝ liammo¨
buan-tre en holl vroio¨, dre lizher pe e-ser beaji˝ : e-barzh ouzhpenn 70 bro e kinnig ar rouedad "Pasporta Servo" loja˝ digoust an esperantegerion yaouank o veaji˝ dre ar bed.
Kemer perzh en emvodo¨
esperantegerion, en e ger, en e vro met ivez er bed a-bezh : er c'hendalc'hio¨-bed esperanteg, er c'hendalc'hio¨ etrebroadel evit ar yaouankizo¨, en degouezhio¨ etrebroadel all, anezhe-holl o veza˝ dalc'het e-barzh broio¨ liesseurt hag o voda˝ tud a-vil vern.
Anavezout sevenadurio¨ all
Digeri˝ a ra an esperanteg war ul lennegezh puilh - savet war-eeun en esperanteg pe troet diwar yezho¨ all - ha ne ra nemet mont war binvidikaat. Kelaouenno¨ niverus ha skingasadenno¨ reoliek a gaver dre-holl er yezh-se.

PENAOS DESKIĐ ESPERANTEG?

Kentelio¨
Meur a zoare ez eus da zeski˝ : en aozadurio¨ lec'hel hag a ginnig kentelio¨, met ivez dre lizher, war ar Genrouedad, pe c'hoazh an-unan gant dornlevrio¨.
Penaos mont e darempred ganimp?
Dre vont e darempred, pe gant ur strollad lec'hel, pe gant aozadur broadel ho pro, pe c'hoazh gant TEJO, anezhi kevrenn yaouankizo¨ Kevridigezh Ved an Esperantegerion, hag he deus izili e-barzh ouzhpenn kant bro. Ho titouri˝ a raimp gant kalz a blijadur.
Levrio¨:

Esperanto-Breizh: Esperanto-Breizh

BREIZH:                 France:                    
Embannadurio¨ Hor Yezh  JEFO                       TEJO
Yann Desbordes          4 bis, rue de la Cerisaie  Nieuwe Binnenweg 176
Plasenn Charles         F-75004 Paris              NL-3015 BJ Rotterdam
Peguy                   tel +33 1 42786886         Nederland
29260 LESNEVEN          Minitel 3615 ESPERANTO     tel +31 10 4361044


TEJO / Herve Sebille Kernaudour (tradukis) / mw (enretigis)
Lasta ŝanĝo: 2004-07-28, Xavier Godivier